| Titl | Glory to the Heroes |
|---|---|
| Danvez pennaƱ | aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022 |
| Tachenn | tenn kentaƱ-sell |
| Diorroer | Spacedev Games |
| Savenn | Microsoft Windows |
| Deiziad embann | talvoud dianav |
| Bro orin | Ukraina |
| Yezh an oberenn pe an anv | saozneg, ukraineg |
| Dasparzher | Steam |
| Lec'h an istor | Ukraina |
| Doare c'hoari | c'hoari e-unan, c'hoari video liesc'hoarier |
| Lusker grafik | Unreal Engine 5 |
| Trobarzhell dont tre | touchennaoueg, logodenn |
| Diaz embann | pellgargaƱ niverel, embannadur niverel |
| Lec'hienn ofisiel | https://glorytoheroes.spacedev.team |
| Aotre-implijout | proprietary license |
| Statud ar gwirioù-oberour | gant gwirioù aozer |
Glory to the Heroes zo ur c'hoari video FPS strategel sevenet ha da vezaƱ embannet gant Spacedev Games e 2024. Ur c'hoari unc'hoarier ha liec'hoarier e vo. Aergelc'h ar c'hoari a zo aloubadeg Ukraina gant Rusia, ha resisoc'h an enep-argad e C'harkiv. Buan a-walc'h ez eus bet savet tabut tro-dro d'ar c'hoari dre ma vije bet tu da c'hoari e tu ar Rusianed [1] ha dre ma vez c'hoazh ar brezel o kenderc'hel[2]
Kennaroud an istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 2022 e oa kroget enep-argad C'harkiv, hag a oa bet un oberiadur-brezel ramzel evit adkemer an tiriadoù bet kollet gant Ukraina e-kerzh aloubadeg ar vro gant Rusia. Kroget e oa d'ar 6 a viz Gwengolo 2022. Goude an enep-argad a oa bet kroget e C'herson e su Ukraina e fin miz Eost, nerzhioù lu Ukraina a oa kroget gant un eil enep-argadenn e penn kentañ miz Gwengolo en Oblast C'harkiv e Reter Ukraina.
E fin an enep-argad, Ukraina en doa adkemeret 500 kêriadennig ha 12 000 kilometrad karrez e rannvro C'harkiv. Lod emgannoù brudet a vo tu da c'hoari evel Emgann Izioum.
Krouidigezh ar c'hoari
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Embannet e oa bet teaser kentañ ar raktres d'ar 7 a viz Mae 2022. E miz Gwengolo eus ar memes bloavezh e ro an diorroerien lañs d'ur c'hampagn da rastellañ arc'hant war ar savenn Kickstarter, a bad betek ar 25 a viz Du. Daoust da strivoù ar skipailh n'eus ket bet tu da zastum ar sammad arc'hant rekis (11 836 dollar a-ziwar 56 365) [3]. D'an 30 a viz Here 2022 e oa bet kinniget ur video tañva d'ar stumm liesc'hoarier.
Tabutoù lies
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Taget eo bet skipailh sevenerien ar c'hoari Glory to the Heroes gant Yehor Chekalkin ur sevener c'hoarioù video eus 4A Games (heuliad c'hoarioù video Metro), en deus embannet e oa ar c'hoari ur c'hwepad[4].
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]- ā https://babel.ua/en/texts/92773-in-the-shooter-glory-to-the-heroes-it-was-offered-to-play-a-war-on-the-side-of-the-russians-there-are-also-games-about-bucha-and-mariupol-why-is-this-normal-we-are-looking-for-answers-together-with-th
- ā https://gamedev.dou.ua/articles/glory-to-the-heroes-game-developer-interview/
- ā https://www.kickstarter.com/projects/spacedev/glory-to-the-heroes/description
- ā https://gamedev.dou.ua/forums/topic/46934/
Source: This content is adapted from Glory to the Heroes (c'hoari video) on Wikipedia
Licensed under Creative Commons Attribution-ShareAlike 4.0 International (CC BY-SA 4.0)