Wikipedia
an holloueziadur digor ha frank, savet gant an holl.
Pennad dre zegouezh · Skoazell ha kregiñ ganti · Kumuniezh
Pennad ar miz

poltred gant Justus Sustermans
Galileo Galilei a oa ur matematikour, fizikour ha steredoniour, a voe pouezus e labour evit istor ar brederouriezh.
Ganet e oa Galileo Galilei e Pisa dāar 15 a viz Cāhwevrer 1564, en ur familh nobl a orin, hogen ne oa ket pinvidik. Mab e oa da Vincenzo Galilei, soner ha sonaozer eus Firenze, ha Giulia Ammannati. Un deskadurezh klasel a dapas o mab Galileo gant menecāh manati Vallombrosana, e-kichen Firenze. DeskiƱ a reas seniƱ er skol-se ha studiaƱ a reas gregach ha latin.
E 1581 e voe kaset gant e dad da studiaƱ medisinerezh da skol-veur Pisa. Met ur bern traoù a oa ha ne zedennent ket kaer Galileo eno, ha gwelet a reas er cāhontrol e plije dezhaƱ ar matematik hag ar fizik. Nāechuas ket e studioù medisinerezh ha kregiƱ a reas da studiaƱ matematik gant Ostilio Ricci, ur matematikour italian ha ne ouzer ket kalz a dra diwar e benn. E 1583 e verzas Galileo e oa keit-ha-keit lusk-dilusk momederioù hag a oa disheƱvel o fouez. DeskiƱ tresaƱ a reas ivez. E 1589 e voe anvet da gelenn matematik e skol-veur Pisa.
Galileo Galilei a selle ouzh an anadennoù fizikel en-dro dezhañ, met sevel taolioù-arnod a ouezas ober ivez. Gant e gavadennoù e lakaas en arvar ar skeudenn eus ar bed a oa betek neuze gant skiantourien Europa. Sellet a reer outañ evel unan eus diazezerien ar fizik modern.
Keleier

- 18 a viz Du : bannet 49 bloaz zo, ar sonterez Voyager 1 (gwel arzour) eo an draezhenn gentañ a-orin denel o tizhout ur pellder eus un deiz-gouloù.
- 8 a viz Du : mont a ra ar maout gant ar skiper breton Tom Laperche er redadeg treuzatlantel Route du Rhum 2026, e 6 devezh, 13 eurvezh, 27 munutenn ha 40 eilenn.
- 4 a viz Du : mont a ra an tu kreñv gant ar Strollad Demokratel en dilennadegoù midterms er Stadoù-Unanet, e Ti an Dileuridi koulz hag er Sened.
- 1aƱ a viz Du : dont a ra an Italian Kimi Antonelli da vezaƱ kampion ar bed yaouankaƱ Formulenn 1 goude Priz Meur Mec'hiko, d'an oad a 20 vloaz.
- 1añ a viz Du : mont a ra ar maout gant Iliana Iotova e dilennadegoù ar prezidant e Bulgaria.
- 28 a viz Here : 70 den zo lazhet en ur gwallzarvoud etre daou dren e proviƱs Toledo, e Spagn.
- 25 a viz Here : e dilennadeg kannaded Serbia eo trec'het Aleksandar VuÄiÄ hag e strollad SNS gant listenn ar studierien.
- 25 a viz Here : Luiz InƔcio Lula da Silva zo dilennet da brezidant Brazil e-tal FlƔvio Bolsonaro.
- 23 a viz Here : fuzuilhadenn a-yoc'h e Trappes ha La VerriĆØre, lazhet ez eus un den ha gloazet pemp den all.
- 22 a viz Here : ar priz Sac'harov zo deroet gant Parlamant Europa d'al Lez-kastizaƱ Etrebroadel.
A-zivout ar Wiki
- Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.
- Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez-voulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn dāo reizhaƱ, dāo gwellaat, dāo astenn, dāo fonnusaat. Gallout a ra neb a gar degas kemmoù dāar pennadoù. Sellit ouzh penaos kemmaƱ ur bajenn, pe cāhoazh ouzh roll ar fazioù stankaƱ.
- Porched ar gumuniezh: amaƱ e kavo ar re nevez ar pep retaƱ da c'houzout
- Roll ar porchedoù: eno e vo kavet pennadoù a bep seurt
Ha gouzout a raecāh ?

- PouezaƱ a ra un tortellino daou c'hramm pa bouez un tortellono pemp gramm.
- C'hwezek miz a voe ret d'ar sonterez New Horizons evit treuzkas an holl ditouroù dastumet goude he nijadenn e-biou Ploudon.
- Jonathan, ur vaot ramz eus Sechelez (skeudenn), eo al loen bev koshaƱ a anavezomp : ganet e vije war-dro 1832.
- Abaoe miz Here 2026 ez eus ur monumant d'ar re varv e kumun Lanrigan, e Bro Sant-Maloù.
- Nikola PetroviÄ-NjegoÅ”, priƱs Montenegro, zo ganet e Sant-Nikolaz-ar-Pelem.
- Tizh ar gouloù er goullo eo an tizh brasañ zo en Hollved anavezet, hervez relativelezh hollek Albert Einstein : 299 792 458 metr dre eilenn.
- Ronan Huon, an emsaver breton brudet, a oa ganet e Saint-Omer e Pas-de-Calais e 1922.
Source: This content is adapted from Degemer on Wikipedia
Licensed under Creative Commons Attribution-ShareAlike 4.0 International (CC BY-SA 4.0)